Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

Ac aotrou Riou a choumas var ur roc’h, ac e varc’h a ziruillas im anter-cant troatad all dounnoc’h, a oe lazed reud, brevet oll, ma strincas e empenn var ar reier. An aotrou Riou a oe roged e vantel, lakeed a-bezou, a dammou, drailled e zoudanenn, e doc tri-c’horn, ac e zilladouigou all, truez o gvelet. Evita e-unan, n’en doa droug ebed, nemet ur vlonsaduric bennac. Penaoz n’en devize ket lakeed en e spered oa bet mired diouz droug ha dioualled, dre c’halloud ar Verc’hez Vari, meuled ra vezo, ha dre vertuz ar Chapeled edo o lavaret aneza. (Choarveed, er bl. 1856.)


————