Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —

zusa a oufe beza, n’en d-euz netra da revuz d’e Vam.

Mari, mam a drugarez, ia, e velet a raan sclear, galloud oc’h euz, bolontez oc’h euz ive, d’am zicour. Ne vanc mui d’in nemet fisians avoalc’h. En ho calon e caffen remed ouz kement poan em euz, mar carfen trei varzu eno. Troït eta, o va alvocadez vad, troït varnon ho taoulagad, gant truez ouzin, pa z-ouc’h buan da gaout truez. Ho gloar eo digemeret ar bec’heurien vrassa evit o c’hass da Zoue. Ur vech ma vezin etre ho tivreac’h, biken mui ne d-aïn da goll goude, keit ha ma talc’hin mad d’oc’h enori, morse ne lavarin, great eo ganeen, — morse ne zisesperin. Mes ive, ha pa deufe d’in mancout d’an deveriou all, biken, Mari, ne vankin da ober un enor bennac deoc’h.