Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 255 —


Petra a rit, en enor da Vam Doue ! Penaoz e tremenit Goueliou ar Verc’hez ? Choazit un dra bennac, ur bedenn bennac da ober, evit e enori epad ar rest eus ho puez.


Ar Chapeled


Ar gaera pedenn d’ar Verc’hez eo ar Rozera ac ar Chapeled. Trist eo en em gaout vardro un den clanv ha na veler, etre daou benn an amzer, chapeled ebed ganta en e zorn. Abaoue m’eo stankeed ar gouzout lenn etouez an dud, eo roueseed ar chapeledou en o daouarn, epad an ofis en ilizou ; ha mà ne lacaer evez mad, ar briz-descadurez a roer brema dezo, nemet noazout ne raï. An Impalaer Maximilien, nevez maro en Americ, o veza var vor, a gavas