Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 253 —
III
E Mari e tle beza an oll esperans goude Doue. E piou e lacaïm-ni om fizians, eb aoun ebed rac fazia, e piou nemet en ini a zo couls-lavaret Oll-c’halloudeg, ac Oll-vadelezuz ? Oll-c’halloudeg, o veza ma eo Mam d’an Oll-galloudeg, ne d-eo an Oll-galloudeg evit revuz netra d’e fedennou. Mari a zo ive leun a vadelez ac a druez ouzomp, o veza ma eo lakeat da vam deomp. Ar Vam vad-se, penaoz e velfe e bugale o rancout stourm ouz an droug-spered, nec’hed gant o foaniou, e creiz an danjerou, eb silaou o c’hlemou, ac eb astenn e divreac’h dezo d’o zicour ? Ha Jesus, ar Mab carante-