Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 252 —

an enor a reer d’an Elez ha d’ar Zent eb mont betec an enor great da Zoue. An Iliz a zo en e guir, pa laca ober d’ar Verc’hez un enor dreist an enor dleed d’ar Zent ; rac ar Zent all ne d-int nemet ar zervicheurien ac evel an dud a Lez ; ha Mari a zo Mam Doue, Rouanez an Ee. Setu perac kement a ilizou d’ar Verc’hez, kement a zeiziou gouel en enor dezi, breuriezou, ac eleiz a zevosionou all. O va ene, bezit a unan gant an Iliz ac er memez spered, rac morse an Iliz ne fazi ; ac ervez ar gredenn e d-euz n’euz merc ebed assuroc’h evit anaout ar re a zo da vont d’ar Baradoz diouz ar re da vont d’an Ifern, eget beza da-vad e servich ar Verc’hez, pe beza laosc ha digalon en e c’hever.