Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —

Gverc’hez, ac a zo bet cavet din da veza kement cared ac enored gant an Drindet meuled ra vezo. Pebez gloar ac enor d’in-me, caout en andred Rouanez an Ee ac an douar, ur garantez e doare carantez an Drindet ! M’a vize va c’halon eb joa ebed ouz ar Verc’hez, ha ne dlefe ket beza diframmed eus va c’hreiz ? Miritout a rafen cassoni an oll, mar mancfen da garet ha da enori Merc’h an Tad eus an Ee, Mam ar Mab, Pried ar Spered-Santel ?


II


Mari a dle beza enored dreist an oll Zent ac an Elez, rac an Iliz, sclerizenned gant ar Spered - Santel, spered ar virionez, a fell dezi e ve great d’ar Verc’hez un enor dreist