Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —

eme sant Augustin, eget ar Zent all oll assamblez.


MIDITA


Nep zo devod da Vari en d-euz caved ar Baradoz


I


Red eo caret ac enori ar Verc’hez dreist ar Zent ac an Elez oll, pa eo cared ac enored dreist an oll gant an tri Ferson eus an Dreindet sacr. Doue an Tad a enor anezi evel e verc’h ; Doue ar Mab evel e vam, ac ar Spered-Santel evel e bried. O va Doue, pegen santel e ranke beza ar Verc’hez evit beza ken tost car deoc’h ? Penaoz, goude-ze, em befe aoun na rafen re a enor, ha na ziscuezfen re a joa em c’halon, re a garantez, d’an ini a zo Mam a