Gristenien. Piou eo an ini en defe poan o credi euz eno ur merc assur, a ziscuez emâ ar Verc’hez o tifenn diouz peb droug e zervicherien devod ? Piou a lavaro n’ema ket ann oll grassou etre e daouarn, evit o ingala d’an dud ; p’eo i eo a laca anezo da zinaoui, da ziredet eus an Ee var an dud. Evel ma lacaer ar vouaziou dour da zont, da zinaou eus ar mor pe eus al lennou braz, Mari a laca madelez Doue da ziredet var e grouadurien. Piou an den diskiant avoalc’h da choum eb enori, evel ma eo dleed, un alvocadez ken mad, ken carantezuz. Ervez sant Anselm, evit ma rase deomp caout ar grassou m’on d-euz izom anezo evit mont d’ar Baradoz, eo en d-euz an Aotrou Doue saved ar Verc’hez ken uhel dreist an oll ; ha muioc’h a c’hrassou a zigass deomp, i e-unan
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/265
Neuz