Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 246 —

grec’hennou, var ar blenennou, ac ar glazennou tro-var-dro, a lacaas ar bleunv var ar bodennou, ar bokedou var an tevennou, da lugerni, da steredenna, un dudi. An ini a oa gant Melanii a oa ur verc’h spereded caer, ha desked, ur galon vad a verc’h ; disevel diouz eleiz a dud, a zo ken digalon, digaz ha dizeblant tre dirag an traou caer a laca Doue dirazo da bep mare, er jardinou, er prajou glaz, ac en douarou all, dreist-oll e barr an anv. An darn vuia eus an dud ne reont van ebed evit gvelet an traou caer-se, choumed var an douar en desped d’ar pec’hed, evel un aspaden eus ar Baradoz greet d’an daou zen kenta Adam ac Eva ; evit gvelet an traou caer-se, croued gant Doue, ne zonjer ket muioc’h er Baradoz, evel ma rae sant Augustin. — Va Doue, eme an doctor