Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —

braz-se, ac a draou caër var an douar, eleac’h ma reer kement a bec’hejou ! Pegen caër eta e ranc beza ar Baradoz, eleac’h n’euz nemet mignonet deoc’h ! — Caer en deuz Doue lacaat traou brao da zivouan dindan daoulagad an dud, evel ur scleur eus ar Baradoz, an dud ne bec’hont ket nebeutoc’h, ne ziscuezont ket muioc’h a joa ac a garantez d’o Zad en Ee. Ar verc’h a oa e compaignunez Melanii ne oa ket ken digalon. — Pa velas ar scleraen gaër-se, an eol o tizpaca a zindan ur goabren, ar plenennou ac ar menezou tro-var-dro ken dudiuz da velet, e troas ouz Melanii. — Melanii, emezi, Melanii, sellit ! caera taol lagad ! — Ha Melanii, eb ober calz a van : — Me ne gavan mui netra ken caer-se var an douar, emezi, abaoe ar pez em euz gveled var ar