Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

oll boaniou dezi. Mari a ro scuer deoc’h da veza humbl ; ha sulvui e vezoc’h dister da velet ac humbl var an douar, sulvui a c’hloar ac a enor a c’hallit caout en Ee.

Ra vezo oc’h enor beza servicher da ur Rouanez ken braz. Bugale Mari a ranc beza humbl, evit beza anzaved ganti.


Melanii Mathieu


Melanii Mathieu, an ini a velas ar Verc’hez var menez Salett, a oa, un droad, ur verc’h all ac i, maned, choumed a-zav, da ober un ean var un uhelen, ac ac’hano e velent an douarou tro-var-dro. An amzer a oa un nebeud goloed. Ma teuas ur scleraen ; ac an eol o para var ar