Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —



III


Sonjit er vad : ar Verc’hez e d-euz sulvui a c’hloar an Ee ma z-eo bet humbl var an douar. Saved eo dreist an oll, evel ma eo bet humbl en tu all d’an oll. Gloar ebed ne denne eus ar grassou caer e doa ; anaout a ree atao ne doa netra anezi e-unan ; cuzat a ree ar grassou-ze ouz sant Josef zoken ; meuleudiou an Eal a lacaas anezi da gaout aoun. Eviti da veza Mam Doue, en em lakee e doare servicheurez an oll, evel e ti santez Elizabeth ; atao evel an diveza eus an dud ; ac e c’houzave gant dousder ha gant joa, beza paour, disprized ; ec’hiz pa vize dleed an