Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 243 —

e buez. Pet bloaz eo bet var an douar ? Darn a laca tri ha tri-ugent, darn a lavar daouzec ha tri-ugent, Niverit neuze, mar gallit, e grassou. A pa ne devize bet nemet un derez pe ur poent e gras Doue da genta, an niver o vont atao var daou-c’hement, a ve eat ne lavaro den pegeit. Comprenit neuze pebez santelez, pa eo guir adalec ar mare kenta Mari e doa muioc’h a c’hrassou ac a zantelez eget an oll grouadurien all, o lacaat anezo en-unan. O va ene, clascomp ive mont atao var-gresc e graz Doue. Penaoz ? Eaz eo ; setu ama : Diouall ouz peb pec’hed grevuz, ac ober peb tra atao en aviz ober mad ar pez a c’houlenn Doue diganeomp er stad m’emaoump.