Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —

Deuit d’an aod, da arvest ar mor braz-ze, ne c’hoar den pegen braz. Mari, ker buan ha ma oe croued, e doe muioc’h a c’hrassou ac a zantelez eget an oll Elez ac an oll dud santella, o lacaat anezo oll en unan. Da bep mare, epad e buez, dre e c’housk zoken e lekea kement a garantez Doue en e oll zonjou ac en e oll oberou, ne eanas da gass atao var gresc ar grassou caer a zave anezi dirag Doue : ac ar c’hreski-ze a iea bep tro da zaou c’hement, a zouble beveach ; ac evelse mar e doa. dec derez ebken d’ar c’henta mare, dec boked en e c’hurunen, d’an eil e savse da ugent, d’an trede, daou-ugent, goude-ze pevar-ugent, ac atao evel-se, bep tro var daou-c’hement, atao en doubl, betec e alanad diveza, beveach ma rea ur vad pe ur bedenn bennac ; ar pez a ree dalc’h-mad en