Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —
eaz, nemet e Doue ; eno, ac eno ebken, en em gavo var e du, ac eno eo e ranc eana, ha beza en e eaz.
II
An trede deiz ene ar Verc’hez a ziskennas euz an Ee var an douar, evit beza adarre gant e c’horf, a oa gourvezed er bez. Doue a felle deza en devize corf ar Verc’hez e recompans, evel e ene, pa en d-oa serviched d’an ene da ober ar vad e d-oa great en e buez. Lacaït en ho spered, e velit dirazoc’h ar c’horf-se caer e doare ma vez ur c’horf euruz, saved eus ar bez da vont d’an Ee. Sellit, ac e veloc’h penaoz e vezo ho corf, un deiz a zeui, er Barados, mar d-it di. Sonjit e velit dirazoc’h corf ar Ver-