Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —

c’hez o vont eus ar bez d’an Ee. Guelit pegen caer ha pegen lugernuz eo. An eol neket ken caer. Guelit pegen scanv eo, da vont, da zont evel ma car, ker buan ha ma car, eus an Ee d’an douar, eus an douar d’an Ee, eb scuisder ebed. Sellit pegen iscuit, pegen evel eo ouz an Elez, d’en em zila el leac’h ma car, a-dreuz peb tra, evel ma z-â ar sclerizenn a-dreuz ur verenn. Guelit pegen diboan, pegen euruz, ne d-eo mui evit santout seurt poan ebed, clenved ebed, ne dosta mui ar maro outa. Sonjit ervad : ho corf c’hui ive, gant ma plego brema d’an ene evit ober ar mad, en devezo, un deiz a zeui, ar c’hloar-se ive, a vezo en doare-ze en Ee, evel ouz ar Verc’hez pa zavas eus ar bez caer evel an deiz, scanv da nijal buan evel an Elez, eb gallout santout mui an dis-