Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —

zesc deomp ar Feiz, eb o discuez dizolo avoalc’h er bed-ma ? Petra eo caout Doue ganeomp ha beza gant Doue, caout enna an oll vadou, atao-atao, eb aoun ebed da goll biken ar joausdet-se ? O ! pebez eurusdet ! Braz evel ar mor, ne hoar den na pegen braz, na pegen doun eo, ne hoar den pegeit ez â... O ! bezet joa ganeoc’h, m’ema ar Verc’hez Vari e creiz an oll joaiou, evel e creiz ur mor ne oar den pegeit e tiz, hac ho bezit sonj eo great oc’h ene evit mont d’ar memez eurusdet-se. Perac, neuze, en em spega ouz an traou croued ? Petra eo, na gemerit, evel Mari, ho lans, evit mont evel a-bennerr, etrezeac an Ini en d-euz great eus netra kement a zo, evit e velet splam, dizolo caer, ha beza evel diraza. Claskit kement ha ma keroc’h, ho spered ne abascdero, ne vezo