Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —
gant an Elez ebken, nac evit mont da gaout Abraham ha beza ganta, evel Lazaar ; douged e oe gant Jesus e Mab, evit mont da gaout Doue ha beza ganta. Piou a houfe lavaret sclear avoalc’h pegement a joauzdet a zantas an ene-ze, pa velas splam, evel ma veler en Ee, an Dreindet adored ra vezo. Abars mont larcoc’h, manit ama da gompren, da zonjal a-ban er goulennou-ma : Petra es beza o velet splam, e sclerder ar Baradoz, o velet Doue e-unan, an Ini a zo caer da velet dreist kement a houfe spered ebed sonjal a gaerra ; an Ini en d-euz an oll vadelezou eb ma ve spered ebed evit o c’hompren avoalc’h ; an Ini ma veler, o velet aneza kement a zo da velet. Petra eo guelet sclear avoalc’h kement a anavezomp ama eus a Zoue, ac eus ar misteriou a