Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —
mam Jesus, an Ebestel a c’hoantaas discuez deza e c’horf sacr. Ma tigorsont ar bez ; mes ne gavsont mui enna corf Mari ; ne gavsont nemet al lisser bet o liena ar c’horf, ac e pocsont d’al lisser-se gant an oll resped dleet da un dra sacr. Tôler a ree ur c’houes-vad, un dudi d’ar galon. Ar Verc’hez eta a zavas beo adarre eus ar bez, an trede deiz, evit mont d’an Ee corf ac ene. Kement-se a gaver scrived gant an Tadou santel, sant Iann Damas, sant Andre Crêt, ac eleiz all...
MIDITA
Gloar ac eurusdet ar Baradoz
I
Pa guitaas ene ar Verc’hez e c’horf sacr, e oe rag-tal douged, neket