Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —

vise va difennourez, va alvocadez en Ee, ac e assuris var va le ne lacazen mui va zreid em zi, ne vriatazen mui va bugale, ken n’em bize pured neet va ene, coveseed mad va fec’hejou. Abaoe neuze oun christen.


————


AR SEIZVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez saved en Ee


Juvenal, escob Jerusalem, a lavar e choumas an Ebestel tri dervez e kichen bez ar Verc’hez, ac e clevsont eb ean epad an dri dervez-se, canticou dudiuz. Goude an trede deiz, evit consoli sant Thomas, o veza n’edo ket var al leac’h pa varvas