Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

d’ar Verc’hez conceved oll-pur ha neat diouz pec’hed Adam. Ac a vurzudou digouezed dre vertuz ar vetalenn a zouger evit anaout ac enori ar c’hras caer-se greet da Vari ! Ac a vurzudou, betec etouez ar zoudardet, er brezellou ? Evelse, en armeou zoken, e veler ober calz a enor da vetalenn Mari a viscoaz dibec’h. Ur zoudard eus bro Savoa a scrive, eus bro Crimee, da ur c’hamarad deza, ar pennadic lizer-ma. Lavaret a rancan d’it, eme ar zoudard-se d’he gamarad, ha te rebechet d’in ed ar veich n’em boa ket, eme te, muioc’h a zoujans Doue eget ur c’hi, — e rancan lavaret d’it e tougan varnon metalenn ann Itron-Varia, digassed d’in gant va mamm. Marteze es bezo c’hoant da c’hoarzin ; mes ama, va mignon mad, ez euz camaradet eleiz ac o deuz greet