Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
eveldon-me, a zo deuet tud all abaoe m’int digouezet e bro Crimee. Ne dremen deiz ebed abiou d’in, eb na rafen ur pennadic-pedi bennac, o sonjal er pez a lavare Jûl Jerard, ar chasseor braz, al lazeur leoned, brud aneza e peb leac’h. Voaz a-ze, a lavare ar mestr lazeur leoned-se, voaz a-ze, emeza, d’ar re ne gredont ket ar pez a lavar Doue ; evidon-me a gred ferm, ac en lavar cre, e risc da veza goapeed gant an dud diod, ha ne fell dezo, var o meno, anaout Doue ebed, fors ebed ne raan eus ar pez a zonjint pe lavarint, mui eget ne raan eus ar poultr em euz deved, pa oan em daouzec vloaz, o tenna var ar filipet. Adie ! — Ar zoudard a scrive se, a zouge metalenn ar Verc’hez.