Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

evit na lezimp ini ebed anezo da vont da goll. Beza ez euz ive ur pec’hed bennac, a zo ar penn kenta evit beza daoned. Peini eo ? Doue a guz ouzomp ive, evit ma tiouallimp piz outo oll. Diez e cavit, ha diez ive : neket re ziez, mar concevit Mari en ho calon, mar carit ar Verc’hez, mar sonjit enni gant joa ha carantez. Tostaït eta aliessoc’h ouz Sacramant an Aoter. Pa gommuniit, e roer deoc’h corf sacr Jesus, furmed eus a gorf ar Verc’hez ; coulz lavaret eta e teu neuze Mari ive en ho calon. O ! pebez joa deoc’h, mar carit ar Vam vad-se ! Grit eta ho sonj mad, peur ac e pez santiment ez’eoc’h da gommunia.


Ar Vetalenn miraculuz.


E meur a c’hiz en deuz Doue discuezed e pliz deza an enor greet