Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

stad a bec’hed, oun choumed e stad a bec’hed, deiziou, miziou, bloaveziou, marteze. Goassoc’h c’hoas : ac a bet ini all am euz lakeat da bec’hi, o lavaret ac o-h ober fall dirazo ! Pebez follentez ! Beza ama, gant va bolontez va-unan e stad fall, ha risca beza da viken goassoc’h c’hoas !


III


Ar c’hras e d-oe Mari da veza mired pur ha neat diouz pec’hed Adam, ar c’hras-se a oue ar penn eus a galz a c’hrason-all, ha varni eo e savas joaiou ac eurusdet ar Verc’hez. Beza ez euz ive grassou, a den ar grassou-all ganto, evel pa veent stag ; ha diouz ma lacaer pe ne lacaer ar seurt grassou-ze da dalvezout, e vezer saveteed pe golled. Pere int ? Doue ne lavar ket deomp,