Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

tout ! Ha penaoz cousgoude sonjal ne varvin ket e pec’hed, o kendelc’her da veva e doare ma raan ? Va Doue, c’hui zo mad em c’hever ! Diouz ar pec’hed ac ar maleur n’o anavezen ket, oc’h euz va dilivred pa oun bet badezet ; diouz ar maleur a zo dirazon ac an ini da zont, diouz ar pec’hed a anavezan brema, e roit tro d’in d’en em zilivra dre ar binijen, mar caran. Ha perac eta apell, ac apell atao ? Ma vize bet lavared d’ar Verc’hez choaz unan a zaou, beza ur pennadic discared gant pec’hed Adam evit beza goude Mam da Zoue, pe beza atao dibec’h-caer eb beza Mam da Zoue, e vize bet guell ganti beza atao dibec’h-caer eb beza Mam da Zoue. O ! pegen dissevel oun - me eta diouz Mari ! Evit an disterra tra ez oun en em lekeat, gant va bolontez va-unan, e