Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —


O Mari, trionf deoc’h ! Guerc’hez pur dreist an oll, va joa eo, evel oc’h ini, ho pe bet ur c’hras ken caër, ac a galon vad ac gant dudi e lavaran deoc’h gant an Elez : Pulchra es, caer ouc’h meurbed, pur ha neat a bep ent !...


II


O ! beza dibec’h-caer, pebez eurusted ! Beza e stad a bec’hed, pebez goall chans ! Mari a oe conceved dibec’h-caer ; caera gras ! Mari a vevas dibec’h, pebez eurusdet, c’hoas caeroc’h ! Mari a varvas dibec’h, o ! setu eno ar c’haera tout ! Allas ! pebez kem etre ar Verc’hez ha me ! Me, siouaz ! a zo bet croued er pec’hed : beva a raan er pec’hed, a zo c’hoas goassoc’h ; o !! mar marvan er pec’hed, setu eno ar goassa