Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 221 —



III


Petra a zantas an Ebestel en o c’halon, goude er pedennou caonv, pa oe lakeed er bez, deread, corf ar Verc’hez ? Petra a oe d’ar c’horf-se, ma choumas iâc’h-caer, eb santout breïnadur ar bez ? An enor-se a oa dleed da ur c’horf ker pur. Ama ive, sonjit ennoc’h oc’h-unan, ac lacaït mad en ho spered penaoz e vezo lakead, e pe stuz ez aï ho corf en douar, dindan treid an dud, da vreina. Evesaït ouz ar vreinadur-se, evesaït penaoz ez aio an daoulagad, ar fri, tout ar c’horf-se. Santit ar c’houes fall-se, lacaït ho torn var an traou udur-se, en ho sonj. Setu aze cousgoude ar c’horf oc’h euz great