Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

kement a stad aneza. Sonjit aliez e kement-se. Diouz ar mintin, en eur zevel eus he vele, sonjit e vezoc’h tenned, un deiz a zeui, eus ar gvele-ze, ha ne d-eoc’h mui enna goude. En eur vont gant ar ruiou, gant an ent eus ho ti d’ar vered, ac en iliz, sonjit petra vezo great eus ho corf el leac’hiou-ze, ha ne vezoc’h mui ker zod ganta, ac e lacaoc’h ho poan da gaerraat oc’h ene da vont dirag Doue ac an Elez, d’ar varn.


Enterramant Eulalii


Silaouomp c’hoas amezeg Eulalii, ma velimp an difin. Mont a ris, emeza, da enterramant Eulalii, va fried ha me, ha va diou verc’h. Eus or c’hendere-ni, eus ar memez renc