Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

vezo eno ? Var an douar caled. Pere eo ar re a vezo en dro deoc’h, da oher compaignunez caonv deoc’h betec ar vered ? Unanic bennac a vezo en oc’h enterramant, ac a levo, a voelo deoc’h, pe a raï an neuz da ober, ac a zizonjo ac’hanoc’h eb dale. Ur foz pemp pe c’huec’h troatad irder a vezo ho ti. Pebez follentez eta clasc kement lacaat brao ar c’horf-se ar pez divalo ac eûzuz ma vezo !! Perac e vellaat d’ar prêved ; e glinca ac e visca ken caêr-se, e en e eaz, eb netraïc d’en dieza ! O va Doue, ac ê a dlefe ho trugarecaat a vir galon, ar c’hristen oc’h euz scleread avoalc’h var ar virionezou-ze, evit en distaga a-grenn diouz ar bed-ma.