Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —
ha ne ziscrogas mui ac’hanon. (Da echui varc’hoas.)
————
C’HUEC’HVET VAR-N-UGENT DERVEZ
————
Mari lakeed er bez
Pa oe tremened ar Verc’hez, meuled ra vezo, an Ebestel a zavas e c’horf santel divar ar guele ma oa maro enna, a c’holoas aneza deread, ac a lacaas aneza en un arched. Eleiz a dud dall, a dud bouzar, ac a bep seurt tud clanv, a ziredas da douch ouz ar c’horf sacr, ha diouz-tu e pareent. (Niceph.) Goude-ze tud ar c’haonv, ar brocession pa vezo lavared mad, a ziblassas eus an ti.