Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

Darn eus an Ebestel a oa er penn araog, flamboziou (goulaouennou) ganto ; darn a zouge ar c’horf, ac ez eant, en eur gana Salmou, etrezeac Getsemani ; rac ar Verc’hez, ervez ma laca sant Iann Damas, e doa goulenned beza enterred eno.

Ar memez sant, ac ive re-all a verc deomp e oe gveled, epad an treuz adalec an ti ma oa maro ar Verc’hez enna betec ar bez, eleiz a Elez o-h eûl ar c’horf, ac o-h ober compaignunez d’o Rouanez din dreist an oll, pa edo o vont d’ar bez. Lavaret a ra ive c’hoas e teuas unan eus ar Iuzevien ac eus a vinistret an templ, ac a oe ardiz avoalc’h da zailla, evel un egared, var an arched, o clasc en tôler d’an douar, gant ar gualissi a oa en e galon. Doue a reas deza paea diouz-tu ar boan dleed d’e dorfed : e zaou zorn