Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

eme Eulalii, arabat eo c’hoas, ac’han da zeiz ar Verc’hez ; varc’hoas, da beder eur. — Ac an tronoz, da zadorn, e tro peder eur dious ar mintin, e tremenas. Marteze, eme amezeg Eulalii, an ini en deuz roet da anaout ar maro santel-ma ; — marteze, emeza, e sonjit ez is-me rag-éun da esamina va c’houstians, evit ober ur govesion jeneral. Allaz ! nan ! Va c’halon a zanten tenered, va spered ne oa ket eaz, nec’h em boa ; mes ne oan ket c’hoas perdroed var an tu mad. Caer e caven doare ar verc’h iaouanc-se, avi o velet e nerz, e vertuz, e erder varzu an Ee, an tis a oa en e c’halon da vont etreac Doue, betec enna ; mes, em spered e clasken digarezi evit stourm ouz ar virionez lakeed sclear dirazon, evit enebi ouz va Doue. Doue, meuled ra vezo, en doe truez ouzin,