Eulalii e doe ur fallaen ac e mam en em lacaas da lavaret pedennou ar maro. — Na gemerit ket ar boan, va mam, emezi, unan a zo o lenn anezo d’in. — Mam Eulalii, eme ennez, an amezeg-se, voall-dizantel bete neuze, ac en deuz counted e-unan an traou-ma, mam Eulalii, emeza, a reas ur zell ouzin, ha mont var e daoulin, ha me ive d’an daoulin, va daoulagad o para var Eulalii, e doare pa velsen ur sclerder eus ar Baradoz o skillenna var e zall. Betec neuze n’oan ket bet nemeur a veis var va daoulin. Ur pennadic goude, e velis Eulalii o-h ober sin ar groaz, e clevson un huanadic, ac e choumas eb finval, eb tenna e alan, e daoulagad digor. Sonjal a reen oa tremened. E mam a dostaas e dorn ouz e bizach, evel da zerra e daoulagad d’e merc’h. — Nan !
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/229
Neuz