Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —

lennan ket mervel eb poan ebed, eveldoc’h : re a bec’hejou em euz ! Va c’horf en d-euz pec’hed, just eo en defe poan, ac e varvfe er boan. Setu ama a-vad petra em euz da c’houlenn diganeoc’h : Grit m’am bezo digant Jesus, ho Mab, ar c’hras da veva brema en e garantez, ac goude-ze da vervel ive en e garantez, eb re a anken ac a encrez, ac eb difizians.


Maro Eulalii


Amezeg Eulalii, an ini a veze o velet anezi, e bried ac en, a glevas, an noz araog ma varvas Eulalii, evel ur vouez o lavaret deza enna e-unan, mont da velet penaoz e varv ur verc’h devod d’ar Verc’hez. Ac en da velet ar glanvourez benniged.