Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/227

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —

an Ifern digor dindanno : pebez encrez, pebez disesper ! Guir a lavar ar Profed : Maro ar pec’heur a zo scrijuz.


III


Sonjit ervad, e rankit, unan a zaou, mervel evel ar Zent pe evel ar bec’heurien. Peini eo ar guella ganeoc’h. Mar d-eo mervel evel ar Zent eo a zivizit, bevit e gras Doue : rac, eme sant Augustin, ar maro fall a deu da eûl ar vuez fall, ha var lerc’h ur vuez vad e teu ur maro mad. Mar c’hoantaït gouzout penaoz eo beva mad ha mervel mad, setu ama : Pedit bemdez ar Verc’hez, patronez ar maro mad, carit Doue eveldi, ha dalc’hit mad da zeveriou e Breuriez. O va Rouanez, ne c’hou-