Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/217

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 201 —

diveza, va mignonet am lezo ganeen va-unan, ac a bellaio diouzin : Jesus a deui eus e dempl, a deuio a-dreuz al leur-geriou, ar villarennou, d’am c’haout var va guele em poan. Va mignonet, evel pa o defe eûz o velet ac’hanon o stourm ouz ar maro, a dec’ho, ha ne deuint nemeur var va zro : Jesus, eleac’h pellaat, a deu neuze da gaout ar c’hlanvour keaz, a zisken var e deod, en e galon. Va mignonet, ar re a veze atao assamblez ganeen pa zean en un tu bennac, ne c’hallint mui erzel ouz ar c’houez cre a zavo diouz va c’horf prest da zismantri : Jesus n’en devezo donjer ebed ouzin, ac a fell deza beza atao em c’hichen, em daouarn ganeen, pa fell deza e crogfen em grucifi, evit ma varvin en eur boket d’e c’houliou sacr, ac en eur e starda var va c’halon. Ia,