Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

ia, Jesus eo ar guir vignon, ar re all n’int nemet an neuz, n’o d-euz nemet an ano. O ! pebez sotoni eta displizout da Jesus, gant poan displizout d’ar seurt mignonet-se ! Penaoz credi, en eur ar maro, sellet ouz gouliou Jesus, goude beza o nevezed gant aoun rag displizout d’an dud. O ! Carit Jesus dreist kement a zerempredit pa eo ar guella mignon a houfet caout.

Ober peb communion e-doare pa ve an diveza... Abars cousket, poket d’ar grucifi, — pe da viana lacaït ho speret da zonjal e rit — gant carantez tener, evel ma carfec’h ober en eur ar maro.