Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

Jesus pa varvas : In manus tuas.... Me ro deoc’h va ene da viret, da vont ganeoc’h ! — Carout a rafec’h e ve, en eur ho maro, sonjou mad var ho spered. Kent a ze boazit ho spered da gaout ar seurt sonjou-ze epad ho puez. Eaz e caver, en eur ar maro, sonjal er pez e vezer bet boaz da zonjal mad epad ar iec’hed. Darn o d-euz bet merked ar pez o d-oa c’hoant a vize lavared dezo pa vizent o vont da vervel.


III


Pebez madelez, pebez carantez a ziscuez Jesus deomp en on amzer diveza ! Om bizita a ra, maga ac’hanomp er zacramant sacr !... Lacaït carantez Jesus kever-e-kever gant garantez an dud.... Em c’hlenved