Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



MIDITA


Ar maro santel


I


Setu tost an eur da Vari da dremen eus ar bed-ma d’ar bed-all. An Ebestel ac an Diskibien a velet o-h en em gavout, dre viracl, evel pa vizent bet en em glevet da zont, eus a bep-tu, da Jerusalem, evit beza var al leac’h da velet ur maro ken caer. Doue a felle deza e vizent eno, pa varvas ar Verc’hez, evit brassa mad an Diskibien, ha muioc’h a joa d’ar Verc’hez. Sonjit e daelou an Ebestel, a voele o velet Mari o vont diganto ac o lezer anezo var e lerc’h, evel minoret paour. Sonjit pegen stard e pedent anezi da gaout