Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

vezas var e zremenvan, evelato, ervez ur greden a zo a-goz, a rum-da-rum, etouez ar Gristenien, an Ebestel, scuilled dre ar bed, a oe digassed a-zoug, en un taol count, da Jerusalem gant Doue oll galloudeg, ac e oent var al leac’h pa varvas ar Verc’hez benniged. Sant Anselm, ac re all, a lavar ive, e tiskennas Jesus-Christ eus an Ee, eleiz a Elez en dro deza, evit digemeret e Vam muia-cared, da vont d’an Ee ganta, rac-tal ma raze e alanad diveza etre e zaouarn. Ervez unan eus ar memez Tadou, ar Mab ac ar Vam a oe neuze ur pennad o comz etrezo an eil d’egile.