Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —


AR PEVARE VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Mari pa velas ar maro tost


Pa oe tost ar mare ma tlie Mari tremen eus ar bed-ma da vont da Jerusalem an Ee, Doue a roas dezi, evit e enori c’hoas, ur c’hras all. Doue a falvezas deza ma vize an Ebestel var al leac’h pa dremense, evel ma velomp var al levriou coz. Eb merca ama ar pez a verc deomp sant Denis, unan euz ar re a oe var e maro, e lacaïn ar pez a verc Juvenal, escop Jerusalem, divarbenn maro ar Verc’hez. Petra bennac, emeza, ar Scritur Sacr ne lavar deomp netra eus ar pez a c’hoar-