Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

iaouanc a zoublas d’e volontez santel. E c’halon a zistagas crenn diouz ar bed-ma, ha ne ziscuezas ken mall, ken ast, nemet da veza gant Doue. Cared e devize mervel un deiz gouel d’ar Verc’hez, ac e varvas ur zadornvez. Unan eus ar re a oa var e zro a lavaras ano dezi divarbenn parea, ac a c’houlennas outi ha joa e vise ganti beza pare. — Nan ! emezi, aoun em euz na deufe d’in voall-fazia eneb an Aotrou Doue, o choum pell var an douar. Caëra carantez lakeed gat Mam Doue e calon e merc’h Josefina !


————