Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

bennac gousgoude ar voall-natur anezi, evel ma c’hoarv perliessa, a glaske atao sevel da uhela, gounid var e bolontez vad, ma rancas stourm stard outi e-unan, evit kendelc’her da veza mad. E c’hurunenn, nemet caeroc’h a ze ne oe, ac gant gras Doue, ar mad enni a drec’has ar fall, ac eno ema ar vertuz ac an enor guirion. Un droad e lavaras da ur gamaradez dezi : — Ne zivizan mui netra, emezi, nemet beza unan eus bugale Mari. Un nebeud goude ma oe roed dezi metalen bugale Mari, e teuas en e spered ar zonj e varvse eb dale, ac ez eas trist, e cleme, eb na vise netra evit e c’honsoli. — Mervel ker iaouanc ! pebez glac’har, rancout mont ken abred eus ar bed-ma ! Setu petra a zonje enni e-unan. Evelato, en dro-ma adarre gras Doue a c’hounezas, ac ar verc’h