Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

reer ez euz er Purgator ul leac’h disparti ac ur boan disevel, evit ar re n’o devezo discuezed var an douar, nemet nebeud a vall da velet Doue, evel pa vizent divar fae o c’houlen mont d’e velet. (Blosius, etc.)


Josefina M...


An Aotrou Doue a denn, a-veichou, an dud iaouanc eus ar bed-ma, evit na deuint ket d’en em goll enna, evel ma tigouezas gant Josefina M... (E zud a zo beo c’hoas.) Er pen kenta, n’oa nemet siou fall enni : voall-aviuz, lipouzez, netra nemet tout dezi e-unan ac ar re all da zellet. Mes, divar m’e doe greet e fasc kenta, e teuas da veza ur verc’h all, humbl ac carantezuz, mad da bedi, akeduz en e oll deveriou, petra