Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —
grassou caer e d-oa bet diganta ! Mall e vize ganti lavaret ive : Lætatus sum... Ac a joa am-euz me bet, o clevet ar re a lavare : Emaoump o vont da di Zoue !... — Evelato, Mari a lavare a galon, evel pa zeuas an Eal d’e zaludi evit beza mam da Zoue : — Setu ama, emezi, servicherez an Aotrou Doue, ra veza great ho lavar. O ! pegen euruz e veen-me, mà ve em c’halon lavaret evelse ive, pa zigasso ar medicin pe ar beleg sonj d’in eus va amzer diveza var an douar ! Santez Mari, mam da Zoue, evit m’am bezo ar c’hras-se, pedit evidomp, pec’herien, brema ac en eur eus or maro.
Evit beza evelloc’h ouz Mari, boaza ar spered da asta mont da velet Doue en Ee, mes o soubla atao d’e volontez, evit beza ive a-galon vad var an douar. Lacaat a