Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

sonj anezo, ac eus an Iliz a oa c’hoas o sevel. Sonjit en traou caer ha dudiuz a lavare dezo da zoussaat o foan. Santella comzou a lavare evit o c’helenn ! Gant pebez carantez e pede Doue da scuilla varno e c’hrassou, o prometi dezo e vize o alvocadez en Ee ! Tennit ac’hano ur vad bennac d’oc’h ene. Carout a rafec’h e ve, var ho maro, en dro d’ar guele ma varvoc’h enna, tud vad, tud a garantez Doue, da lavaret traou caer deoc’h ac da zicour ac’hanoc’h da zonjal e Doue ? Mad ! kent a-ze boazit da zilaou anezo, da ober o lavarou, en dra ma emaouc’h var ho iec’hed. Dreist peb tra, grit ma ho pezo ur c’hofessor mad da ententouz o-h ene, ma echuoc’h ho puez dre ur maro christen.