Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

oa tost ar mare dezi da guitaat ar vro estren-ma, evit mont d’e bro en Ee ; ac e lacaas en e dorn ur bod palmez. (Ar guez palmez, atao glaz, anv-goanv, a zo evel ur scuer eus a vuez ar Baradoz, eleac’h n’euz maro ebed. Ar palmez a verke ar victor gounezed var an Ifern.) An Eal-se a lavaras ive d’ar Verc’hez pe zeiz e varvse. Ar c’helou-ze a reas kement a joa da Vam Jesus, ne gave ket dezi e c’halle trugarecaat Doue avoalc’h ac e tride e c’halon gant e joa, ac e lavare d’ar re e anaveze ac e c’hare muia, d’an oll Gristenien, ar c’helou e d-oa cleved gant an Eal. Discuez a reas dezo ar scour palmez en doa roed an Eal dezi ; ac e lavaras rei e dillad da ziou intanvez paour a oa o choum e kichen. E zi a en em gavas leun a dud, ar Gristenien o tont da ziscuez