Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

o c’haonv ac o glac’har en eur scuilla daelou o velet e oant var nez dioueret ur Vam a c’houie o c’helenn ker caer, ha doussaat o foaniou. Mari a lavare dezo arabat voela, ha discuez o joa eveldi, rac ma edo o vont d’an Ee.


MIDITA


Ar vall da velet Doue


I


Pegement a vall e doa ar Verc’hez da velet ar maro o tont, abaoe ma oa saved en Ee Jesus e Mab, ha muioc’h c’hoas en e bloaveziou diveza var an douar. Neket ma vize dic’houted diouz ar vuez nac en desped dezi var an douar ; ar joa e d-oa, o vont da velet e Mab, ac ar vall da veza da vad ganta, setu eno petra