Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —


AN TREDE DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar vall e d-oa ar Verc’hez da vervel


Pa oe saved dija an Iliz eus a vian da vraz, dre bep seurt tribuillou, pa oe fermead avoalc’h, dre ar boan a gemeras ar Verc’hes, epad pemzec vloaz, da lacaat anezi da fermaat, neuze Mari a bedas Doue da denna anezi pelloc’h eus ar bed-ma, eleac’h ne oa nemet un dremeniadez ac evel ur bellerinez, ha da c’helver anezi d’an Ee, evit beza da vad e kichen e Mab. Pa oe deuet ar mare merked gant bolontez Doue, un Eal a zigassas da Vari ar c’helou a joa. (Niceph). An Eal a lavaras dezi