Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

diouall a raan-me, evit mont a ziabell da viana varlerc’h Mari, ha diouall a raan-me avoalc’h ouz ar ficherez ac an digorou divoder, ar c’homzou noazuz ?


III


Mari, en e oberou ac e deveriou custum, ne vize nemeur disevel diouz ar re all. Perac eta, eb ober nemet evel ar re all, e c’houneze gras-vad an Aotrou Doue dreist ar re all ? Abalamour ma lakee, er pez a ree, muioc’h a garantez Doue. Evel-se, Doue ne c’houlenn diganeoc’h na traou burzuduz na traou braz ; mes ma reoc’h evita ac evit gounid e garantez ar pez ho pezo da ober evel ar re all, er stad m’e-